|
ISTOR AR BAGAD E 1951 eo e oa bet savet gant Jos Cadiou, Léon Goraguer ha Pierre Pulvé Bagad ar Meilhoù Glaz. Da gentañ e oa anezhañ ur bagad evit bugale karter ar Meilhoù Glaz e Kemper. Brudet e oa ar sonerien yaouank-se abalamour e oa kalz a urzh ganto. Beb a gabig glas ha beb a voned gwer a veze ganto, pa vezent o son.
1969 E penn kentañ bloavezhioù 1980, e lesk e blas Pierre Pulvé da Youenn Salvy evit kas ar bagad war raok.Abaoue ar poent-se e teu ar bagad da vezañ ur bagad a dud yaouank ha pas ken a vugale. E 1982 e kemer perzh ar bagad evit ar wech gentañ e koñkour bagadoù ar pevare rummad, aozet gant Bodadeg Ar Sonerion.
1978 Pignet en trec'h ar bloaz war lerc'h, e teu gantañ ar priz kentañ kerkent hag ar bloaz 1988 ar pezh a zigor an hent da vont en eil rummad. Deut ar maout gantañ adarre e 1991 hag e 1994, e pign ar wech-mañ d'an derez uhelañ, da laret eo emañ abaoe er rummad kentañ, e touezh ar gwellañ bagadoù a zo er vro.
N'eo ket hepken, avat, evit prientiñ ar c'hoñkourioù eo labour ar bagad, rak ur skol muzik en deus savet evit stummañ sonerien yaouank. Ouzhpenn-se e kemer perzh e-pad an hañv e meur a fest e Breizh hag e maez ar Vro. Ar pezh ne vir ket outañ da gas endro, evit e vrasañ plijadur ar festoù noz pe ar festoù deiz e lec'h en em gav asambles sonerien, kanerien ha danserien o terc'hel bev gizioù ar Vro Gozh.
|
||||||||||||||