Istor ar bagad


Le Bagad du Moulin Vert en 1969

E 1951 eo e oa bet savet gant Jos Cadiou, Léon Goraguer ha Pierre Pulvé Bagad ar Meilhoù Glaz. Da gentañ e oa anezhañ ur bagad evit bugale karter ar Meilhoù Glaz e Kemper. Brudet e oa ar sonerien yaouank-se abalamour e oa kalz a urzh ganto. Beb a gabig glas ha beb a voned gwer a veze ganto, pa vezent o son.


Le Bagad du Moulin Vert en 1978

E penn kentañ bloavezhioù 1980, e lesk e blas Pierre Pulvé da Youenn Salvy evit kas ar bagad war raok. Abaoue ar poent-se e teu ar bagad da vezañ ur bagad a dud yaouank ha pas ken a vugale. E 1982 e kemer perzh ar bagad evit ar wech gentañ e koñkour bagadoù ar pevare rummad, aozet gant Bodadeg Ar Sonerion.


Le Bagad du Moulin Vert en 1987

Pignet en trec'h ar bloaz war lerc'h, e teu gantañ ar priz kentañ kerkent hag ar bloaz 1988 ar pezh a zigor an hent da vont en eil rummad. Deut ar maout gantañ adarre e 1991 hag e 1994, e pign ar wech-mañ d'an derez uhelañ, da laret eo emañ abaoe er rummad kentañ, e touezh ar gwellañ bagadoù a zo er vro.


Le Bagad du Moulin Vert en 1999

N'eo ket hepken, avat, evit prientiñ ar c'hoñkourioù eo labour ar bagad, rak ur skol muzik en deus savet evit stummañ sonerien yaouank. Ouzhpenn-se e kemer perzh e-pad an hañv e meur a fest e Breizh hag e maez ar Vro. Ar pezh ne vir ket outañ da gas endro, evit e vrasañ plijadur ar festoù noz pe ar festoù deiz e lec'h en em gav asambles sonerien, kanerien ha danserien o terc'hel bev gizioù ar Vro Gozh.

 

Palmarès

1988
Champion de Bretagne de 3ème catégorie
1991
Champion de Bretagne de 2ème catégorie
1994
Champion de Bretagne de 2ème catégorie
Vainqueur du Trophée Ronsed Mor - Bombardes-Percussions
1995
Accède à la 1ère catégorie
Vainqueur du Trophée Ronsed Mor - Bombardes-Percussions
1996
Vainqueur du Trophée Ronsed Mor - Bombardes-Percussions
Édition de son premier CD "Spered fest"
Création du bagadig du Moulin-Vert
1997
Premier prix "Terroir" - Léon
Première manche Championnat National des Bagadoù 1ère catégorie - Brest février 1997
2000
Premier prix "Terroir" - Vannetais
Première manche Championnat National des Bagadoù 1ère catégorie - Brest février 2000

 

Président, Yann Artur - Tel +33(0)2 98 95 56 42 - 10, route de Savardiry 29000 Quimper - Local Répétition - Tel Fax +33 (0)2 98 55 62 18 - Email : contact@moulin-vert.org