Stummadur

Adaleg e ganedigezh eo bet ar bagad techet gant e c'hant da lakaat ar vugale da soniñ. Abalamour da se eo bet krouet e1995 ur bagadig. Deskiñ a ra ar vugale (pe tud kozhoc'h) soniñ gant kelennerien Bodadeg Ar Sonerien Penn Ar Bed ha gant sonerien ar bagad.

 

Ar Biniou

Dav eo studiañ e pad 2 pe 4 bloaz araok soniñ da vad. Da gentañ e vez desket ar biniou gant ur beñveg pleustriñ ha tamm ha tamm e vez pleustret war ar biniou. Ar biniou bras eus Bro Skoz eo an hini a vez implijet gant ar bagadoù. Desket e vez er memez amzer soniñ tonioù eus Breizh hag eus Bro Skoz.
 
 

 


Ar Vombard

Ma z'eus ur beñveg eus Breizh barzh ur bagad eo ar vombard. Implijet e vez ar flutenn vihan eus Bro Iwerzhon evit kregiñ an deskadurezh met roet e vez buan awalc'h ur vombard d'ar vugale. War lerc'h 2 pe 3 bloazh e c'hell an dud soniñ gant ar bagadig.

 

 

 

 

An Tamboulin

Implijet e vez an tamboulin eus Bro Skoz. Dav eo deskiñ anezhañ e pad 4 pe 5 ploaz d'an nebeutañ evit bezañ barrek awalc'h da soniñ gant ar bagadig. Asambles gant an tamboulin eus Bro Skoz e vez implijet ganeomp tamboulinoù a bep seurt.

 

 

 

 

 

 

Président, Yann Artur - Tel +33(0)2 98 95 56 42 - 10, route de Savardiry 29000 Quimper - Local Répétition - Tel Fax +33 (0)2 98 55 62 18 - Email : contact@moulin-vert.org